Breizh, kontet get an dud dre videoioù

UN AVANTUR KEODEDEL HA PERZHIAÑ 

Adkrouiñ liamm ha ster evit skoazellañ da reiñ ul lusk padus d’an tiriad 

Breizh kontet get an dud e-barzh videoioù eo Eneoù Breizh ! Ur soñj o deus bet Anne-Laure ha Kevin a-greiz-holl : kompren a reont e chom dianav dezhe o bro, da lâret eo Breizh. Mont a reont neuze a-dreist d’an harzoù da gejañ get he annezidi hag ar re a gar anezhi evit livañ anezhi a-dreuz o daoulagad! ! Ar pal? Skrivañ asambles un istor brav war an tiriad, un istor hag a c’hell adkrouiñ liamm ha ster get ar rannlec’h – get ur spered positivel, modern ha digor… ha kement-se evit bevañ gwelloc’h enni ! Uhelek eo ar raktres… Ganeomp emaoc’h?
 Evit gouzout muioc’h  

AR WEBSTIRAD

Videoioù, war un ton farsus… evit ur veaj a-dreuz ene an tiriad

AN DROIAD

C’hoant hon eus da filmañ ac’hanoc’h evit buhezekaat ar c’hêriadennoù!

E 2020 e ya Enoù Breizh er-maez ar skrammoù… evit en em vannañ er vuhez gwir! Deomp d’an Troiad evit kenderc’helan anvañtur : un droiad vras e pep lec’h evit lakaat ac’hanoc’h war-wel ha kinnig ar filmoù e-barzh un diskouezadeg – savet penn da benn genoc’h !
Ar mennozh ? Skrivañ asambles an istor brav-se a-ziwar an tiriad…Ha kenober evit ma vehe boulc’het an traoù en un doare padus er vro ! War an hent e vimp en nevezamzer / hañv 2020; eus 6 betek 8 kêr a vo dibabet evit kemer perzh en tres:
Lârit deomp betek ar 20/10 ma arresto an droiad en ho ti ! Gouzout muioc’h

Aet int e-barzh an dañs…

Ê ya… memes ar re ne ouient ket dañsal 😉

Avañtur Âmes de Bretagne : evidoc’h eo da gentañ… Lakaat a ra ac’hanoc’h er sklêrijenn evit skrivañ asambles an tiriad, hag hiniv eo broudet get ur stroll kevredigezhel 20 tud a-youl-vat ennañ, kevelerien-ezed, ha skoazellerien-erezed. Neuze, deomp da zañsal holl asambles ! Gouzout muioc’h…

Ha neuze, perak pas genoc’h?

Kit davet ar miliadoù a eneoù a ya d’ober ar gumuniezh Âmes de Bretagne (ya, ya!)