Koulzad 1

Ar c’hentañ pennad-mañ a ginnig deoc’h un hanter-c’hant testenni bennak, dastumet er pevar c’horn eus Breizh ha pelloc’h ?

 

War un ton gwirion ha fentus, Tudennoù Eneoù Breizh a glask embann o santimantoù a-ziwar an tamm douar-mañ. Evel en ur c’hoari miltamm ledek ha bev eo bet dastumet o respontoù e doare ul laz-kan a lavaredoù diwar-benn Breizh,

he annezidi hag hag ar re a zo tomm o c’halon outi. Meur a bennad a ya da sevel ul levr digor war an tiriad  : Idantelezh, Istor, Yezhoù, Hengoun, an Dazont o kemmañ. Setu ar veaj a c’hortoz ac’hanoc’h !

 

Kan don Marcel a za da gloziñ bewech an tabutoù.

P1 | [Digoradur] Breizh

Ar c’hentañ pennad eus ar stirad a skub en ur sell meur a vent a za da voueta ene Breizh.

Dre daoulagad an dud, Breizh a zo tro ha tro ur sell geografel etre an douar hag ar mor, ur sevenadur hag un hengoun hag a ro lusk d’an tamm douar-mañ, met ivez ur sammad eus Mab-Den hag a vev ennañ kenkoulz en un doare fizikel ha speredel. « Ne ouian ket ha gouest e vin da zisplegañ deoc’h, met pa glevan ur c’han breizhat, e skrijan » eme Placide…

 

Ha c’hwi, petra eo Breizh evidoc’h ?

P2 | [An Idantelezh] Bout (pe nompas bout) Brezhon

En eilved ranndanevell-mañ, pep hini a zo goulennet getañ petra eo e idantelezh. Ar c’hentañ respontoù ‘zo deuet war ar prim: « bezañ brezhon, a zo bevañ e Breizh » ; A-drugarez da Eneoù Breizh e vez treuzet a-dreist d’an harzoù fizkel. Lakaet eo bet ar gaoz war al liammoù hengounel, an darempredoù etre an dud, meur a berzhouriezh hag a wechoù choukadoù, met ivez un hent savet evit bevañ asambles. Ar ranndanevell-mañ a lak ac’hanomp da brederiañ war goulennoù hag a seblant ken anat ma ne seblant netra bezañ anat ken. Ha da Tricia, ar Saozez, da gloziñ geti : « marse eo un tamm giz ar vro, ya marse… ». Rak bezañ brezhon : ha ma c’hellfe bout meur a zoare ?

P3 | [An Istor] Breizh Evolution (1/2)

E-barzh an deirvet ranndanevell, evit Eneoù Breizh eo un dudi distreiñ en amzer ! Ha neuze petra ouiez a-zivout Istor Breizh ? « Un tamm bleup eo evit un den hag a zoug ar banniel Gwenn ha Du met, ne ouian ket kalz a dra » a vouslavar Adrien.

Un diarc’hinad a zo etre bezañ stad ennañ en em santout brezhon ha gouzout re nebeut diwar-benn an tiriad. Goude lakaat kement-mañ war-wel e voc’h lakaet da addizoloiñ Istor ar rannvro, en ur daolenniñ buan-ha-buan un nebeud darvoudoù disoñjet : deus donedigezh ar c’hentañ Bretoned betek an Dispac’h. Deomp de’i evit Breizh Evolution!

P4 | [An Istor] Breizh Evolution (2/2)

Ar bedervet ranndanevell-mañ a zisoc’h da gloziñ levr an amzer digoret diaraok: diwallit, ar re gozh a gemer ar galloud evit kontañ deoc’h o eñvor! A danevellig da zanevellig eus o buhez, treuziñ a reomp d’o heul, ur c’hantved a baourentez, a vrezelioù hag ar bloavezhioù 60, en ur drebouliñ an ekonomiezh hag an doare bevañ. Gwech fromus, gwech farsus, an « dud-kozh » a gerzh a-hed un amzer hag a seblant bout bet treuzet en un doare “hastañ”: “War Facebook e vi gwelet bremañ”) »… evit doare, lakaat a ra Jean da c’hoarzhin. Mont a ra ar bedervet ranndanevell da gloziñ war lusk ur beat elektronek, evel un emglev soutil etre hengoun ha modernelezh.

P5 | [Ar yezhoù]

P6 | [Ar Sevenadur]

P7 | [Emdroadur padus an Dazont]

Emgavioù raktreset e 2020, da vare Troiad Eneoù Breizh ! Ret e vo deoc’h gortoz… pe dont da welout arc’hanomp àr al lec’h. 😉