AR WEBSTIRAD : PETRA EO ?

Ur Stirad teulfilm

kenproduet, skignet get ar web-media KuB ha war YouTube. War un ton joaius ha positivel, e vez kinniget deoc’h dizoloiñ an tiriad dre gomzoù an dud briziusañ : eus an amzer dremenet, d’an amzer a vremañ… Betek o dazont !

 

150 testeni

evit aroueziañ liesseurted an tiriad eo bet kenstrollet –  eus ar mor d’an douar, eus ar gêr d’ar maez, eus Plougerne betek Montreal, eus ar bidoc’hig Farrell (teir boujienn c’hwezhet) d’ar c’hoshañ Ernest (« 3 bloaz ha pevar-ugent, 84 a-benn nebeut »).

2 goulzad

get pennadoù a bado war-dro 5 munut : an hini kentañ a soubo deoc’h e-barzh temoù bras an tiriad, hag an eil a sacho ac’hanoc’h e-barzh un droiadenn get darvoudoù ! Bepred o produiñ.

Heuliit ac’hanomp !

20 sine-tabut

Aozet get ar geodedourien e-barzh lec’hioù iskis : sinemaioù, skolioù ha skolioù-meur, takadoù kenlabour, ostalerioù kenober, kampiñ, plasennoù marc’had, mediaouegoù, salioù ar gouelioù… Neuze c’hwi ivez, aozit ur sine-tabut !