AN DROIAD
Tost 3 blez àr an hent o kejañ geneoc’h, hag un disoc’h da vat : un heklev en deus ar raktres dre an eskemm hon eus geneoc’h !
Neuze, gwelet hon eus ne oa ket tu da chom hep ober muioc’h eget un nebeud videoioù àr internet… met ret e oa mont pelloc’h – pelloc’h c’hoazh a-benn adkrouiñ ster ha liamm genoc’h.
Netra par neuze d’un droiad bourrus evit sevel asambles hor istor diàr-benn an tiriad.
Ac’hanta, deomp da heuliañ an avañturioù !
TROIAD ENEOU BREIZH
Un diskouezadeg vale geneoc’h 😀
Mont àr-zu troiad Eneoù Breizh : un droiad a gêr da gêr evit sevel geneoc’h un diskouezadeg a gont ar rannvro dre hor lagad… ha sachañ ul lusk àr an dachenn, douger ster ha liamm !
Ec’hon eo ar programm… A-benn an nevez-hañv, ijinit holl ac’hanomp o tegouezhout laouen d’an tostañ ag ho ti, evit ho filmañ ha ho lakaat àr-wel !
Diskouezadeg vale an droiad a vo savet endro da videoioù berr, soubet e kreiz un hollved arzel, a vroud ar skiantoù hag a harp an eskemm.
Ur spas kentañ a vo gouestlet da Vreizh : 4 sal tematek o lakaat ac’hanoc’h da veajiñ d’an amzer dremenet ar rannvro … betek an amzer dazont oc’h emdreiñ !
Un eil spas a vo evit ar c’humunioù treuzet get an droiad. E endalc’h a gemmo : cheñchet vo get an annezidi a bep kêr !
Hag an droiad-mañ a Eneoù Breizh, a zo hunvreet “100% dre genlabourat” geneomp, ken-savet geneoc’h eus ar penn kentañ betek ar fin : eus an arc’hantadur betek an oberennoù krouet, en ur dremen dre an abadennoù bevaat hag an tres !
Ya, huñvreet ‘vez geneomp sevel an istor brav-mañ geneoc’h… an hini e-lec’h e voc’h oberourien un tiriad a-bezh.
ARC’HANTAOUIN A-STROLL
10 000 euros savet evit krogiñ geti !
Ur crowfunding a-ziàr Kengo en deus roet an tu da gas àr-wel un emsav poblel: goude 2 viziad koulzad kelaouiñ fonnus, 10 000 euros a zo bet savet digant 250 keodad eus pep lec’h (e Breizh, e Bro-C’hall hag en estrenvro).
Ur vrudadeg lidañ : flash-mobs, sine-tabut, kenwerzherien nes unanet evit hon sikour (… betek Pariz, Tolosa hag enez Reunion !) hag evit klokaat : ur mini diskouezadeg e 48h krono get 0 euro hag 8 keveler lec’hel.
Trugarez vras d’an holl ac’hanoc’h evit ho souten. Klask a reomp bremañ klokañ ar c’hentañ font savet get an holl a dehe c’hoant sikour ac’hanomp !
LÂRIT DEOMP PELEC’H EO RET PAOUEZ GET AN DROIAD !
Tres an droiad savet geneoc’h
An droiad a vo lañset àr hentoù Breizh (ha pelloc’h c’hoazh!) evit meur a viz, krog a raio d’an nevez-hañv 2020, evit lakaat àr-wel geneoc’h an diskouezadeg a zispleg ar rannvro.
E-men eo ret d’an droiad paouez ? Kaset hon eus hon stajiad Johann, evit ober anaouderezhioù àr an tiriad… ha muioc’h eget 60 oc’h bet o c’houlenn getañ evit kemer perzh en tres (trugarez) !



